Skoazellomp skol Diwan Lesneven

Publié le par Groupe des élus UDB

diwan lesneven

Evit hor bugale, hor sevenadur hag hor yezh, soutenomp skol "Diwan" Lesneven

O souten a gas dilennidi-adezed Europa Ekologiezh-ar Re C'hlas ha re an Unvaniezh Demokratel Breizh da familhoù hag a ro lañs, abaoe 35 bloaz, da rouedad ar skolioù breizhek "Diwan". Gantañ ez eus bet gellet treuzkas ar brezhoneg da villiadoù a vugale. Maleüruzamant eo lakaet skol Lesneven diaes, daoust dezhi bezañ unan e-touez skolioù brasañ ha buhezekañ ar rouedad, gant ouzhpenn 100 bugel, pa fell d'ar c'huzul-ker dilojañ anezhi. Lidet vo gant ar skol-se, d'an 11 ha d'an 12 a viz Even, he 30 vloaz, n'eo ket gwall anavezet al labour kaset da benn eta. Spi o deus dilennidi-adezed rannvroel Europa Ekologiezh-ar Re C'hlas ha re an Unvaniezh Demokratel Breizh e chomo reizh ar c'huzul-ker hag e vo dalc'het gantañ da harpañ ar skol "Diwan". War ar memes tro e adkasont da soñj e ranker kaout ur c'hengred gwirion kenetre ar strollegezhioù hag an dilennidi-adezed, eus n'eus forzh peseurt tu e vefent, a-benn reiñ harp d'hor glad yezhel dibar

Guy Hascoët, prezidant strollad Europa Ekologiezh-ar Re C'hlas e Kuzul Rannvro Breizh, 

Herri Gourmelen, prezidant ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh, Emrenerezh hag Ekologiezh e Kuzul Rannvro Breizh, 
Yannig Bigouin, kuzulier rannvro Europa Ekologiezh-ar Re C'hlas, o chom e Plougerne (29)

Publié dans Communiqués de presse

Commenter cet article